Mansour al-Hallaj

منصور الحلاج
Mansour al-Hallaj
Anv Allah skrivet e kalon pep muzulmad

Krougadenn Mansour al-Hallaj
Dornskrid Walters W.650, 1602
Ganedigezh c. 858 (244 AH)
Tur al-Baida, proviñs Fars
 Persia
Marv 26 a viz Meurzh 922
(24 Doul Kada 309 AH)
Baghdad
 Kalifelezh Abbasid

Kenelelezh Persian
Maread Abbasided
Relijion Islam sunnit
Soufiegezh

Micherioù Barzh
Kelenner

Mansour al-Hallaj (arabeg : ابو المغيث الحسين بن منصور الحلاج Abū 'l-Muġīṭ Al-Ḥusayn bin Manṣūr al-Ḥallāğ ; persaneg : منصور حلاج Mansūr-e Ḥallāj), bet ganet c. 858 e Fars (Persia) ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 922 e Baghdad (Kalifelezh Abbasid), a oa ur barzh hag ur c'helenner war ar soufiegezh persian.

Brudet eo e bed an islam ar bomm bet distaget gantañ, أنا الحقيقة ana al-haqqiqat, "me eo ar Wirionez", a voe barnet gant lod tud evel diogeladur e zoueelezh tra ma komprenas lod all en devoa kaset e ego da get evit ma c'hellje an doue komz drezañ.
Kalz diskibled en devoe a-drugarez e brezegennoù betek ma voe mesket e stourmoù evit ar galloud e lez an Abbasided, ar pezh a dalvezas dezhañ bout krouget abalamour da damalloù politikel ha relijiel. Ur c'hemm pouezus en istor kevrinelezh an islam e voe e lazhadenn.

Petra bennak ma voe diaotreet gant e genseurted soufi e troas Mansour al-Hallaj da unan eus tudennoù pennañ ar soufiegezh, a-drugarez studioù an islamoniour gall Louis Massignon (1883-1962).


Developed by StudentB